Strollad Arme Su

Emvod e lec'h pennañ ar Strollad Arme Su e Poltava d'ar 1añ a viz Even 1942

Ar Strollad Arme Su (Alamaneg: Heeresgruppe Süd) a oa anv daou strollad lu alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Da zigentañ e oa bet implijet an anv e miz Gwengolo 1939 e-pad aloubadeg Polonia, gant harp ar Strollad Arme Norzh. E penn ar Strollad Arme Su e oa Gerd von Rundstedt hag Erich von Manstein. Daou vloaz war-lerc'h, ar Strollad Arme Su a oa unan eus an tri lu alaman a oa bet kefridiet gant an oberiadur-brezel Barbarossa. Pal pennañ ar Strollad Arme Su a oa aloubiñ Ukraina hag ar gêr-benn Kiev.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search